Bro Gwenrann hag ar brezhoneg

Publié le par Seoc

Pa komzan a zivout Gwenrann amañ, nend eo ket ar gourenez nameitken met ar vro istorel, da lâret eo, ar vro e Gwalarn Bro Naoned ag a dape razh ar parrezioù lec'h mar beze komzet brezhoneg gwezharall, Un hanv arall a zo "Bro Mitaw" ag a oa bet rannet e daou damm : tamm ar C'hornog (Gant Gwenrann) ha tamm ar Reter (Derval).

Tamm ha tamm en deus kilet ar brezhoneg betak bout komzet nameit e penn pelañ tout, àr an aod : Penestin, Kamoel, Mesker, Pic'hiriag, Ar Grouizig, Bourc'h Baz...

Eno e vez komzet gallaoueg ha galleg bremañ, ar brezhoneg a vez komzet gant ar re o deus en desket met e oe anavet gant tud a vihanik c'hoazh daou-ugent vlez zo, e Bourc'h-Baz :

Ar re ziwezhañ oc'h ober gant ar yezh-se a oa ar baludourion e kêrioù evel Kervaleg, Rofia, Kermouze, Tregate...
Levezon kreñv ar gallaoueg a zo bet àr vrezhoneg ar vro, hag ar c'hontrol a zo bet ivez rag bout a ra gerioù brezhoneg e gallaoueg ar vro, e pad pell o deus gouiet an dud div yezh. Aesoc'h eo evit ar gwerzhiñ halen.

Brezhoneg ar vro a zo kar da hani Gwened neoazh ez eus muioc'h a ziforc'h etreze aveit etre hani Bro Dreger hag hani Bro Leon.

 (Ur paludour)


Ar dro 3000 gêr a zo bet dastumet, reoù get ar re a gomze brezhoneg ar vro àr eeun, ha reoù arall zo bet adkavet gras d'o bugale ( troioù lavar evel : « Kenavo, ma hi za ket hi skreñvo » a zo bet adkavet evel-se !).
Meur a zen a zo bet ec'h ober àr dro brezhoneg Gwenrann : Emile Ernault, Pierre Le Roux, pe c'hoazh Gildas Buron a labour e mirdi Bourc'h Baz.
Kervarker en deus bevet er vourc'h-se ivez, ha dastumet en deus ur ganenn gant ur plac'hig :

"Er merc'het a Gervalek zo ho voll er spinack
Er spinack lir a lir, er spinack lir a la,
Er merc'het a Roffiat zo koèt ha mad
Er merc'het a Drégaté zo koèt ha koèt e vé
Er merc'het a Benhastèl d'he zo dent vel ur rastel"

Nend eus nameit ur enrolladur gant brezhoneg ar vro. Ne ra nameit kontiñ e brezhoneg Yann-Vari Kavalin ahoel.

Un nebeut frazennoù e gwennraneg :

Me ez gournèit age me brèr : Me am eus goulennet get mem breur

 

De pif zo en dro-män ?  Da biv eo an dra-mañ ?

 

à e penn ar gêr e vez distaget "f" ar "v" evel e Bro Oueloù

 

Hañ bwé venéi laret ke tchèit ter hi fot éhéô e wé

 

Eñ en doe mennet laret n’en oa ket dre e faot dehoñ e oe

 

Perak ne guérhoc’h tchèt hou ti ?

 

Perak ne werzhit ket ho ti ?

 

Tèr an tréo

 

Dre an traoñ

 

à ar gêr « tréo » a zo kar da draoñ, kavet e vez e anvioù lec’h gantañ, evel Tromarzhin e tal ar Baol. Eveltañ, un druilhad gerioù a vez kavet e KLT hag e Bro Gwenrann hep bout anavet e Bro Gwened





E 1906 e embann E. Ernault ur pennad a zivout labour an halen e brezhoneg Bourc’h Baz :

 

“Er gloèn a gamer dour abar er chter, hag a rei ter er hamladur u monèi abar gobié.

En dour ar gobié a ga abar en dro, hag aven dro abar fardéo a zobèir kêjiment atao en dro ar silin.

Aven er fardéo, en dour a bas abar en adern hag aven-héô, hia ga de beb lagad hélê ter en délivr »

 

 

Gêrioù diaes :

 

Gloèn : lec’hideg

Kamladur : kanolig etre ar gloen hag ar gobie

Gobie : mirlec’h dour

Lagad : « œillet » e galleg

Adern : lec’h ma chom an dour en disheol

_Distagadur anvioù lec’h e brezhoneg Gwenrann :

 

Er Grouizig  : Ar Groazig

 

Pic’hiriag : Penc’herieg

 

Señ Neñseir : Sant Nazer

 

Neñnèit : Naoned

 

Roeñhéoñ : Roazhon

 

Guénèyt : Gwened

 

Guéreñn : Gwenrann



Mard fall deoc'h goût muioc'h e hellet monet da weladenniñ pajenn Wikipedia "breton de batz sur mer", ur pennad ag ar choej an hani eo. Gallout a rit prenañ skrid Mathelier ivez pe c'hoazh monet da virdi Bourc'h Baz.
N'en deus ket netra e brezhoneg avat.
Forzh penaos ne chomin ket hep ranniñ ger a zivout an dra-se kar sot-nay on gant an tem-se !




(Kervaleg, Bro an Naoned
)

Publié dans Breizh

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article