Kennig

Publié le par Seoc


Petra eo ?

Fallout a rae din sevel ur blog aveit kas doereoù mam beaj e Bro Iwerzhon e pad ar blezad m'a zeu. Ne vo ket nameit traoù mem buhez pemdeziek, anat din e hell bout torr-penn aveit paot mat ac'hanoc'h, klask a rin lakaat ar muiañ ar gwellañ a draoù a ziàr mod bevañ an dud, pennadoù sevenadurel ha tra...
Skrivañ e brezhoneg a zo a bouez aveidon ivez aveit pleustriñ mem brezhoneg din bout pell ag ar vro.

Aveit piv ?

Aveit a re a faot dezhe monet e Bro Iwerzhon gant Erasmus hag a re arall evel rezon !
Ne vo ket nameit traoù an enez c'hlaz em blog avat, lakaet vo traoù diàr benn Breizh, pe broioù arall ivez.


Piv on ?

Ur studier àr ar bezhoneg e Skol-Veur Roazhon, monet a rin e Skol-Veur Maigh Nuad (Maynooth e saozneg) (e-tal Dulenn). Me zo a vro Naoned, ma zud a zo orin a Walarn ar vro. Ne vez ket mui komzet brezhoneg eno hiniv an deiz, nend eus ket pell zo e veze graet gantañ avat. An anvioù lec'h, an anvioù tud a zo brezhonek aveit ur lod bras dozhte.
Dedenet on gant ar yezhoù, an istor hag ar pobloù bihan pe dianvet. Setu

                                                    
                                                     

Publié dans Traoù arall

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article