Mercredi 9 mai 2012 3 09 /05 /Mai /2012 18:30

Ouzhpenn ur gêr vras ha kaer eo Granada, ur gwir groezhent eo anezhi ! A-werso en em gav sevenadurioù a-bep sort enno ha gint d'en em veskliñ ha d'en em gejiñ ! kement ti, kement tamm mangoer a c'heller gwelet b'ar gêr-hont zo anadoù sevanadurioù dishañval àrnezhe.

 

E-doug an henamzer, ar vro a raimp "Andalusia" anezhi diwezhatoc'h a veze ur lec'h m'en em gave meur a bobl ennoñ dija, dreistholl ba Cadiz ( Gadis e latim) ur ger frank fenisian lan a helened en ur vro Iberek hag en amen d'ar gelted... nag a yezhoù veze komzet àr he straedoù ! A-benn gellet ijiniñ birvidigezh ar sevandurioù e grez-hont e kennigan deoc'h lenn roman istor Joāo Aguiar, bet troet e spagnoleg: "Viriato", ar levr a ziskler buhegezh un den a Greisteiz gourenez Spagn en deus bevet e-pad amzer arlouperezh ar romaned, monet a-du gete pe derc'hel penn, setu ar choej ag re ziaesañ a ranko gober paotr an istoer

 

IMG_1924.JPG

 

Ar lerc'h ar romaned, ar vizigoted, setu, e pad ar grennamzer "uhel" ar vuzulmaned é tonet, tro dro an eizhvet kantvet. Adal-neuze, arabed ha berbered a vo e penn ar vro, deleet o doe troediñ mui pe vui doc'h ar gristienion hag ar yudevion a oe é veviñ enno kente. A-benn en o muzulmanaat e veze kenniget d'an dud a yahe da vuzulman paeiñ bihanoc'h a dailhoù.

 

Ne oe ket unvan ar vuzulmanted e gwirionez, enne veze meur a sevenadur ivez, ha gwezhavez e savas arreizh entreze, arabed, berbered, mozarabed (tud bro spagn muzulman), muladi ( metis)...

 

Oed "aour" Andalusia oe enta, ha birvilh oe an traoù enni ba kement danvez zo : marc'had, studioù, sonerezh ha me oar me. Strolladoù zo a glask, diàr an tonioù anavet ag an amzer-hont, diskouez da betra tenne sonerezh al Andalus , "al andaluz project" eo an hani brudetañ a dra-sur, son an oud hag an arabeg en em veskl get ar viel ha rannyezh roman ar yudevion "sefarad".

 

Kement-se a achiùas get an "adarlouperezh", ar gristienion o doe diskaret rouantelezh Granada e 1492 (nag ur blez anezhoñ !) ha neuze muzulmaned ha yudevion o doe deleet monet da gristian, divroiiñ pe mervel... 

Granada a zo bet kêr vuzulman diwezhañ Kornog Europa enta, ha dre-chañs nend eo ket bet dismantret pep tra get ar varc'heion gristien hag e c'heller gweladenniñ al-hambra, palez an amzer vuzulman chomet en e sav; ha eñ da ziskouez ampertiz micherourion an amzer-se deomp !

 

IMG_1957.JPG

 

 

Penaos komz a-zivout Granada hep sonniñ grik a-ziàr ar flamenco ! Sonnerezh bet ganet (e-touesk lec'hioù arall) ba karter jispsian ar gêr: Sacromonte , un dorgenn bet toullet tier-edan-douar enni. Sonadegoù a vez graet er c'havoù c'hoazh.

Ar gêr zo anavet mat evit he z-tubos (banneoù), e gwirionez nend eus ker nemet an douristed a glask àr lerc'h ar pretioù rak ho klwalc'h a voued a vez roet b'an tavarnoù, tro hon doe bet da zebriñ gwir sandwichoù evit mann ! Evel-se e vez roet un dra bennak da zebriñ evit pep banne prenet.

 

Mard oc'h skuizh get ar gêr na rit ket biloù, gronnet eo get an natur: mor ha mannezier a zo nebell. Souezhusat tra, brudet eo sierra Granada evit skiiñ...

 

IMG_1962.JPG

(mangerioù Alhambra zo goleet get sort tresadennoù bleuñv ha skriturioù !)

Par Seoc - Publié dans : Beajoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Jeudi 8 septembre 2011 4 08 /09 /Sep /2011 11:30

 

Dihustell dihustellig ! Pezh manezioù zo ar re dostañ doc'h ar mor en Europa ? Mennozh erbet ? Klaskit enta ! Manezioù Kantabria an hini eo !

 

Setu neuze dihunet ar blog endro a-benn komz àr o divout, manezioù Kantabria enta, a ya a vro Euskadi da vro C'halisia ha dre vro Astur, Leon hag ar rannvro Kantabria a-rez get ar mor dalbezh.

Chomet eo gouez arwalc'h ar vro; bleidi, arzhed, liñsed, erered ha me oar me a zo loened a c'heller en em gavet gete mard oc'h àr hos eurvad (pe get..), a-benn difenn an en-dro gwiridik-se ema berzet lec'hioù zo d'ar c'hirri, evel ar «picos de Europa», lec'h mar geller gwellout ar manezioù uhelañ ( betak 2648 m evit Torre de Cerredo).

Pendeogwir hon eus er c'havet ar vravañ ha chomet pelloc'h enni e komzin muioc'h a-zivout Bro-Astur enta.

 

IMG_0987.JPG

(Santalla)

 

Penaost monet di ? Meur a hent a gas d'ar vro hont: an hent-bras o c'haso a Naoned da aodoù bro Astur peotramant ma ne vennit ket bleniiñ re e c'hellahet monet àr vor, get ar listri-treizh a ya a Sant Nazer da Xixón, ur lec'h dispar evit sellet doc'h ar morviled anezhoñ; marc'hadmatañ e c'hell bout ivez hrevez ar c'hours hag ivez mard oc'h awalc'h evit leuniñ ur gambr (dre m'eo he friz da ranniñ).

Enno diwalit, gwezhavez, er manezioù e vez lakaet diaes an den get an hentoùigoù strizh a ya kamm jilgamm é tevaliñ pe é krapat doc'h tor ar manez digor frank àr ar stankenn...

Mard oc'h digarr, siwazh, e c'hell bout diaesoc'h bizitiñ ervat ar vro, neoazh e c'hell bout get un tren : ar «Renfe» a raer anezhoñ ag a dreuz Hanternoz Bro Spagn hed-ha-hed.

 

Men kousket ? Nend eo ket sot tud Bro Spagn get ar c'hamping hrevez an dailh, hag e weleet buan int dibaot ha gloev er vro, dre chañs nend eo ket difennet lakaat ho teltenn lec'h ma faot deoc'h, hag evit en em walc'hiñ e weleet ivez a-benn ema lan ar vro a boulloù-nañval, enno e kaveet strinkadennoù evit gozig mann erbet (ha moervat nañval un tammig a p'eo re domm an heol ;) ); an ostalerioù nend int ket marc'hadmatoc'h evit e bro Frañs avat.

 

Petra debriñ ? Klaskit monet er pretioù, ho kwalc'h ho po a gegin ar vro evit tro 10€, an asturiz a vourr ranniñ, enno an dud a zo gourdon da ranniñ ar pladoù etreze, muioc'h eo evit ur boaz memb, un hengoun a lavarahen ! En tavarnoù e vez gwerzhet dre voutailhadoù ( nebaon, he friz a zo hani un hanter hani e Breizh) ha deoc'h da vout un torkad tro-dro d'an daol e vo roet ken holl nemet ur werenn deoc'h... ranniñ am boe lavaret deoc'h ! Ur brav a hengoun d'am meno ! Meur a veuz ho po tro da zebriñ, fabada (ur mane «cassoulet» get chorizo), pote asturianu, morgat a vez debret e-leizh ivez (ha bout eo vil ar loen eo mat tre da zebriñ !), kement-se get chistr anat deoc'h !

 

IMG_0829---Copie.JPG

(Llastres)

 

 

Mat eo debriñ mes petra eo istoer ar vro enta ?! Mard ez eus un dra ag an amzer dremenet a gaver alies e Bro Astur eo ar c'h-castro-ioù (1), da lavaret eo kerioù savet e grez an oed-houarn (d'ar grez ma oe keltek ar vro) get tier rond endroet get ur vangoer vein. Ne dennent ket da bennher Asterix avat, evel-se, e Taramundi e c'heller gwelet ur c'hastro ennañ ur saona a oed an houarn. Kantadoù a zo anezhe strewet dre ar c'hontre, kuzhet en aberioù pe neizhet àr laezoù ar manezioù ! Diaes eo bet lakaet ar romaned gete, ha kement a boan o deus bet da vout trec'h m'o deus arloupet tud Kantabria àr lerc'h bro Galia !

M'o deus dalc'het penn ar romaned evit arloupiñ ar vro ez eo en arbenn ag hes aour, kentizh ha m'int daet a-benn ag en ober o deus toullet aourgleuzioù e pep korn ar vro. Darn anezhe a c'hell bout gwelet c'hoazh. A-viskoazh ema gloestret ar vro da labourioù ar mantal, diwezhatoc'h, e fin ar grennamzer ema daet un deknologiezh nevez ,ar «mazo», da lavaret eo ur pezh mell horzh gov a ya en dro get nerzh an dour. (mod ur velin). Dre m'eo treuzet ar vro get meur ar ster (o deus roet hes anv dezhi : ar ger «Astur» a za diàr ur ger keltek kar d'hor ger «ster») he deus en em strewet buan an deknologiezh-se ha padet pell, hiniv an deiz, siwazh ne chom ker mui nemet ur c'hovel vev ag a ra get ar «mazo». Un den a vro Aostria eo en deus hes adsavet hag ur gronnad tud yaouank ag ar vro a zo daet d'e sikour a-c'houdevezh (2). Ema e tal Santalla d'Ozcos, en ur bennc'hêr anvet «mazo novo» (an horzh nevez). Anat deoc'h ema diglok kaer ar pennad istoer..

 

IMG_0947.JPG

(ur c'hovel get he mell horzh)

 

Un draig c'hoazh, tier droch a vez savet e Kornog ar vro, e rannvro «Ancares» (a zo etre Bro Astur, Galisia ha Leon) a raer «pallozas» anezhe, da lavaret eo «tier-soul», gete vez lakaet splann doere beviñ tud ar vro, brudet evit bout tud «emren»: ar b-palloza a zo un ti-soul rond bras a gaver pep tra ennoñ : korn an dud, korn ar yer, korn ar moc'h, ur forn da bobiñ, ha seul taol ur wiaderez, tro dro pemzek den a veve enne. Ur mane keriadenn embarzhet en un ti rond...

 

Pezh yezh a vez komzet enno ? A-c'houde ar romaned ne vez komzet nemet yezhoù roman er vro, an «asturianu». Evel arre ema diaes bras lakaat troc'hoù splann etre ar yezhoù roman, evel-se e Kornog ar vro ema tost mat ar yezh doc'h hani bro C'halisia. Un dra souezhus arwalc'h, ba kerioù zo hag ar C'hornog evel Santalla ema daouhanteret an dud etre ar re a gomz asturianeg hag ar re a gomz galisianeg enta, droch arwalc'h eo klevet amezeion é flapiñ e div yezh dishañval.

Ur yezh roman arall a vez komzet er vro, er manezier (Trabau), yezh ar c'h-cunqueiru(3), kejet hon eus get an dud-se (sichant mat ha tomm doc'h o sevenadur !) hag o deus displeget deomp e oe ker paour an douar en o bro ma ne c'helle ket an dud bout emren evel an asturiz arall, monet àr ur vicher bennak o deus deleet gober enta, ha dre m'edint o chomel e kreiz ar c'hoedoù int aet da durnierion koed ha int da werzhiñ podoù koed devat pep korn Bro Spagn (betak bro Andaluzia) e-pad kantvedoù. Evel hor c'hemenerion o deus savet ur yezh dezhe o unan a-benn chom hep bout komprenet get ar re arall, an dra se eo ar c'h-cunqueiru ! An dud-hont a durn ar c'hoed c'hoazh, neoazh ne c'hellont ket beviñ get kement-se en arbenn ag an diover a dud a dremen du-hont er greont a-benn mirout bev o sevenadur dre m'eo liammet kaer o yezh get ar vicher-se ha stajoù a vez savet gete evit kelenn meur a dra d'an dud a za en o arbenn (turnierezh, gwiaderezh, kizelerezh...)! Traoù liammet kreñv get sevandur ar vro a heller kavet enno evel ar c'h-catxu (ar werenn da ranniñ).


IMG_1122.JPG

(ur b-palloza)

  1. Ur c'hastro http://www.youtube.com/watch?v=rI9iPltDDgk
  2. Blog ur gov a ra get ur "mazo" http://cozforge.blogspot.com/
  3. Blog an durnierion koed http://elrinconcunqueiru.wordpress.com/
Par Seoc - Publié dans : Beajoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Jeudi 24 juin 2010 4 24 /06 /Juin /2010 17:21


Setu ar pennad diwezhañ a zivout mam blevezh en Iwerzhon ké distro on a c'houde gozig ur miziad. Nend eo ket bet biskoazh aesoc'h distroiñ avat, ruziñ daou ugent kilo a-dreuz Dulenn a-benn arriù d'an aerborzh da gendac'houez ha paotr Aer Lingus ha lâr din ema re bonner mam balizennad hag e teleer paeiñ ugent euro bep kilo a-re...

Moervat eh oe truez doc'h man gwelet braouac'het da gement-sen pandegwir e tistaolas a-grenn ar priz : c'hwec'h euro ha tregont e lerc'h daou gant, ha gwell ar sen !

Neoazh em boe prederi c'hoazh doc'h ma zrede sac'h, ne ouien ket reizh mat mar gellahen kas genin daou anezhe er c'harr nij dre ma ne gase ar re all nemet unan. Neuzen on aet trema an dorikell, kuzh an eil sac'h edan ma mantilli, ha n'eo ket bet gwelet get ar paotr sorbet anezhoñ get e labour troc'h didroc'h bilhedoù..Arnev oe en amzer ken ma hogose ar c'harr nij ha ne dizhas ket dezhoñ douariñ e Roezhon...dre chañs ema daet a benn an eil gwezh !


P1040138.JPG

(Maigh Nuad goleet a erc'h bras, nebaon enta ! nend eo ket bet tennet e Mezheven :p )



An dud a c'houlenn digenin kontiñ ar blevezh, pezh a zo bihan hir avat.. Ur goulenn arall zo ag a glevan lies : «ha divyezheg out bremañ ?» «pas!» eme me bep taol, saozneg gwell a ya ganin, anat, bourret on gwelet eh on dualc'h da gompren filmoù hemb istitloù ha bout ne oen ket kat da gompren frazenn a-bezh erbet arlene, chomel a ra labour c'hoazh avat.

Nend on ket bet gwall domm doc'h ar saozneg a werso, perak ? Ne ouian ket reizh mat. Muioc'h a ziverañs a gavan en ur zeskiñ spagnoleg (aesoc'h din dre m'ema spagnolez man gwellikañ karet moervat :p !)


An trenoz, ar lerc'h bout distro, ai 'ta ! D'ar labour ! Ha setu me é labourat e Chantenay a barzh un uzin, labour doc'h ar steud...mod kozh enta ! Setu perak am eus kemeret amzer kent skriviñ ar pennad-mañ.


Laouen meurbet on bet get adkavet traoù a vanke bras din ( an olvoued ! Nag argarzhat tra !) adwelet ma c'herent ha mam mignoned evel rezon ! Hag e tennan mam mat ag ar fed e hellan heolatat àr an draezhenn ha kourinkiñ hemb tapet anoued, c'hec'he !

Pezh dioveroù am bez amañ avat ? Me larahe erwalc'h an oldud ivez (estroc'h ma ferc'hened grrr), bout gronnet get ur yezh arall a zo un diover bras din ha dizoloiñ traoù nevez bemdez. Rak-sen, a pand oen distroet e oe hañval ganin ne vehe bet kemm erbet er vro a houde. Dalc'hmat memb amoedajoù a barzh an tele, memb sujedoù a vez a barzh ar c'helaouennoù, an dud zo koshaet un tamm ha tra ken.


En ur c'hortaz ur veaj arall ( ba men ?) mam blog a gousko enta. Mersi deoc'h bout lennet kement-sen, pechañs oc'h bet bourret. Na chomet ket é trenaouiñ ma fall deoc'h burutullaat pe lâret tra-mañ tra (mar gwelet farioù, ozhpenniñ traoù, ha me oui me)


Savet am eus ur blog arall ivez, e galleg, a zivout sevenadur Gwalern Bro Naoned, displeget a vo traoù a ziàr brezhoneg ar vro, gallaoueg, moliac'hoù, buhez foran, ha lakaet a vo enrolladurioù gallaouek ivez :


http://mitaw.over-blog.com/


Mitaw.jpg

Par Seoc - Publié dans : Iwerzhon
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Samedi 22 mai 2010 6 22 /05 /Mai /2010 13:06


Ne chom mui 'met un deiz bennak. Lakaet am boe b'am bretenn sevel meur a bennadoù er blog-mañ kent loc'hiñ avanemañ. Pechañs e fonno din en ober.

Euver eo, ha bout ema Maigh Nuad en amen da Zulenn n'am eus sannet grik a-zivout kerbenn Iwerzhon c'hoazh ! Graet e vo bremañ enta !

 

Gwezharall e veze daou bennc'her bihan àr riblenn ster Liffey (ur manestin aber kentoc'h), unan anezhe a veze graet “dubh linn” anezhoñ ar “lenn du”, an eil a veze anvet “Baile Átha Cliath” (“kêr roudour ar gloued”). Ha pa zaas ar roue Thorgis hag e bare a vikinged da arloupiñ an enez, eh eo tro-dro d'ar c'heriadennoù-se e tibabent sevel o c'hastell. Moervat ema bet choejet anv “Dubh linn” gete pandeogwir ema an hani aesañ da lâret. Ar ouedeled a gendalc'has d'ober get an eil avat.

 

Raktal m'eo bet forc'het Thorgisig hag e vrezelourion doc'h an enez da vBrian Mac Cenneidigh (Brian Boru mar karet) e feazhas ar saozon àr vro Dulenn...Ar beli-se a bado an tazoù ! A-bad an amzer-se e kreskas mat ar gêr avat, buan e taas da vout lakaet evel kêrbenn Iwerzhon.

 

 

P1020934-1.JPG

(An Life/ The Liffey)

 

....Betak ken na raas tud Iwerzhon o Dispac'h.. àr an Ti-Post e heller gwellet toulloù draj bet tennet d'ar saozon c'hoazh.

 

Paot mat a draoù a zo da weladenniñ enno ha bout ema bihan bras ar ger. An Trinity College ennoñ levr Ceanannais (Kells e saozneg), straedoù bras lan a stalioù O' Connel Street, pe Grafton street ha me oui me, Digoust eo ar mirdioù, estroc'h distaviñ ar glav marc'hamad eh int lan a draoù moliac'hus, a barzh hani an Henoniezh e heller sellet doc'h bravigoù an Henamzer, armoù ar Grennamzer pe c'hoazh, nag ur souezh, korfoù an taouarc'higi, tud marvet en ur wern gwerso ha dalc'het o c'horf evel ma oent get an taouarc'h enta, peadra da heugiñ, ased.

 

“Gast !! Henhont a vrudell a zivout Dulenn a houde un herrad hemb bout lâret c'hoazh men evet ur banneh Guinness !” Erbat toronal c'hoazh tudoù ! Bezet pasianted enta ! Gwir eo, goude kement-se e telehec'h dispelc'hiñ o sec'hed hag e ouiet reizh mat e vez berwet ar Guinness e ker Dulenn, neoazh seul tost e vezer doc'h ar vrewerez seul keroc'h e paeer ar lomig bier du mil brudet ! Mar karet an istri hag ar bier du e helleet lakaat ho freudenn gozh da wir : evel-sen e tavarn Temple Bar e Straed Temple Bar (luzietoc'h zo) o deus an dud albac'henn da evet o gwerennadoù Guinness endro get istri... Laezheg int avat...

Drochat tra, nend eo ket aes kavet un davarn get sonerezh iwerzhonek, ha seul taol e vez lakaet ur c'haezh krabour gitar da “ganour hengounel” evit goalc'hiñ an douristed.. Moervat ema un afer a chañs vat nemetken..

Ar pub am eus bourret mard eo eo “Porter House” e dregorn Temple bar, ne vez ket gwerzhet Guinness ennoñ mes bieroù a bep sort hag ag ar bed a bezh ! Ha lod vat anezhe zo ag ar re c'hwekañ!

 

 

P1020930-1.JPG

Par Seoc - Publié dans : Iwerzhon
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Mercredi 21 avril 2010 3 21 /04 /Avr /2010 13:42

 

Pezh ansouezh ! Prenet eo ar bilhed distro ganin (da vonet hemb distro) hag hañval eo ganin bout chomet en Iwerzhon un herradig bihan hebken. Gwir eo, bihan eo blevezh ar studier, àr lerc'h c'hwec'h miz a skol ema mall deoc'h monet da vakañsiñ un tamm (un tamm mat memb !). Ha bout am eus kavet ur pezh ar blevezh-mañ ez eus mall àrnon distroiñ du-mañ a-benn gwelet ma zud, mignoned ha tra..

 

Hag ur manez tan bennak e tarzhiñ ha c'hwezhiñ an tan diehan enno àr un enez arall, embregerezhioù kirri-nij a grug get kement-se, Aer-Lingus a zo koll miliadoù ha miliadoù a euroioù gete. Hrevez lennet ema ar manez tan-se a vehe bet un abeg (e touez reoù arall atav) da Zispac'h bras Bro Frañs, kement a ludu a oe en oebr (n'eo nemet àr lerc'h daou vlez mah aroarekas ar manez da skopat tan..) m'o doe bet mil boen an ed da sapiñ, hag ar gerteri ha strimpiñ en Europa !

 

 

P1040652.JPG

(Cuenca, Castilla la Mancha)

 

 

Nend eo ket en arbenn d'ar manez tan eh eo trevariet bras an dud e Bro Spagn mes get un afer lez-varn ne lâran ket, moervat hoc'h eus klevet komz ag ar barnour Garzón, brudet du-hont aveit bout ur manestin «debrour diktatour», getoñ e oe bet barnet tud diktouriezh Arc'hantina hag e 2008 en deus esaet barniñ pevar den ha tregont a oe get Franco, get ar re-se ema bet lazhet paot-mat a dud (e pad ar brezel er blevezhioù tregont) ha nend eo ket bet kavet o c'horfoù dezhe biskoazh, «desaparecidos» a reer anezhe. Neoazh ema bet bourdet ar varn en arbenn da strolladoù politikel an tu-dehoù, evel ar PP (partido popular) an hani brasañ hag ennoñ tud o doe kemeret perzh e diktatouriezh Franco...

Ar re-se o deus lâret eo er maez ar lezenn barniñ tud aveit traoù bet digouezhet kent an demokratelezh. Ha gwir eo, àr lerc'h marv an diktatour, strolladoù a bep tu o doe divizet ne vo nemet an traoù a zay e-pad mare an demokratelezh a hello bout barnet; ha nend eo ket traoù koshoc'h enta.

Gres traoù eazhus a zo chomet divarnet e bro Spagn enta.... Ha james kement arall, taolet eo bet ar vral àr c'hGarzón,ha barnet eo ar barnour e-segur bout esaet barniñ lazhoù !!! Ar vro a zo rannet e daou arre (an «dos España» a zo anezhe dalbezh siwazh). Manifestadegoù a zo hag a vo e Bro Spagn (hag e Bro C'hall ivez, hrevez an dailh) aveit ar barnour Garzón. Dre chañs eh eo kendirvi bro Arc'hantina a zo komañs da varniñ faskourion Bro Spagn. Ha pechañs e teuint a-benn !

 

 

Traoù skañvoc'h a-benn achiù, setu fotoioù bet tennet e Cuenca, ur gêr vrav tre e Bro gCastilha, «Gwlad ar bed» ivez. Ar «semana santa» oe, hag an nizhour oe ur manestin pardon lec'h ma'h eus kougoulioù hir hir àr benn tud ar breuriezhoù, ha souezhusañ tra, pardon Cuenca a vez da noz hag eh eo dav bout mezv a-benn en ober...

 

P1040750.JPG

Par Seoc - Publié dans : Beajoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Créer un blog gratuit sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Rémunération en droits d'auteur - Signaler un abus